1 Bevenn grec'h kanol gouzoug ar grozh, o kemer stumm ur ribl balirek da seizhvet miz ar vrazezded. 2 Darvoud o c'hoarvezout e-kerz ar gwentloù, anezhañ ur skoilh ouzh diskenn penn ar grouell goude digoridigezh ar vi, gwalenn Bandl o vont d'ur strishaenn, lec'hiet peurliesañ a-geñver gant gouzoug ar grouell, etre korf ar grozh dargrezet hag al lodenn izelañ arhedet.