Dedalvezadur da zeznaou ar sifiliz eus dazgwered lenañ klokaenn Bordet ha Gengou. Yaek eo e gwadveiz ar glañvourion hag ivez e liñvenn benn-kein ar gouzrec'hioù tizhet gant sifiliz an nervahel. An antigen arveret da gentañ zo bet an avu nevezc'haned tizhet gant sifiliz ganedigel, paot kenan an treponem ennañ . Goude eo bet dewerc'het ivez (Levaditi) an dazgwered-se gant douhennadoù organ où bonan, gant dileizhennoù taorokolat natriom hag ivez gant ur fosfolipid douhennet eus kalon pe kigennoù bioù, ar c'hardiolipin . Gwellaet eo bet dazgwered Wassermann — prouad Kahn, prouad Kolmer — ha ne vez ket mui arveret alies hiziv an deiz, amsavet ma 'z eo bet gant prouadoù all — prouad VDRL (Sz. Venereal Disease Research Laboratory ), prouad RPR (Sz. Rapid Plasma Reagin ) —, diazezet da gentañ war galvezderioù malz enni ñ (Hinton) ha gant kalz nebeut oc'h a zisoc'hoù gaouyaek. Evit gwir, disoc'hoù gaouyaek bevedel ar prouadoù arnevez a erzerc'ha peurvuiañ un naoued grevus all, ur c'hleñved unanhangaeel alies.