Preder

Geriadur ar vezekniezh

Warren : opération de ∼Warren's shuntoberatadenn b. Warren

Dasforzhañ penn-ouzh-tu rann bellek gwazhienn ar felc'h, skejet, ouzh gwazhienn gleiz al lounezh. Kevredet eo gant argoulmañ funelladoù gwazhiedel talmerenn gleiz ar stomok , talmerenn stomok -danter dehou ha talmerenn dehou ar stomok . Gwezhiet e vez an oberatadenn-se evit hepkoriñ ar gwadliñvoù koazhadel adfeilhus dre uswask porzhel ar girrozeion ; evit gwir e kevaraez diamwaskañ an teuc'helloù treizher a zo ar gwad anezho gwehennet war-du ar felc'h ha gwazhienn gleiz al lounezh, en ur virout ul lanvad porzhkandedennel rekis evit eroueriañ an avu.

Kent War-lerc'h