Un nervwienn, pa vez troc'het pe flastret, ar parzh pellek e-keñver an anaf (eleze rann an akson dispartiet diouzh ar c'horf kellig oc'h enderc'hel ar graoñell) zo o vont da zic'henezhañ hervez un argerzh anvet dic'henezhañ Waller pe dic'henezhadur wallerek . Traoliet e vez an aksonoù hag ar feurioù mielin anezho gant ar makrofag ha gant kelligoù Schwann, pezh a zevoud un isteñv eus kaherwiennoù buk an nervenn anafet. Neoazh, feurioù Schwann (an neurolemmoù) an nervwiennoù a zreistpad e rezh korzennoù goullonderet an endalc'had anezho . War-lerc'h 96 eurvezh e kas penn nezek an nervwienn broñsoù astiñvañ etrezek ar c'horzennoù-se, dedennet ma 'z int gant ar parennoù kreskiñ dedaolet er c'horzennoù gant ar c'helligoù Schwann, gant ma ne ve ket re vras ar pellder etrezo. E-se ez adkresk an nervwiennoù e korzennoù an nervennoù, betek tizhout ar gigenn vuk ouzh he aznervaouiñ. E ken kaz ma ve re bell ar broñsoù astiñvañ diouzh korzennoù an nervennoù, emañ ur ratreañ surjianel en ervez da wellaat ar chañsoù aznervaouiñ.