— 1 ∘ Seurtad bizanskar-tourbennegezh nes d'an diskefalodaktiliezh, anezhañ un teskad kammneuziadoù hêrezhel treuzkaset er mod aotozomek trec'hek, o kevrediñ un dourbennegezh gant un disneuziad tal-pod, un ished eus ar bizied kensoutet un disterañ, ul loakrerezh, ur fri hir ha moan hag a - wechoù kammneuziadoù kalon. — 2 ∘ azoniad o kevrediñ ezreolderioù ar malvennoù (dilec'hiadur war an diavaez eus ank diabarzh al lagad hag eus poentoù an daeroù), gwrizienn ar fri, ledanaet hag an divabrant o kejañ war al linenn greizer, ezreolderioù livegennel an envezioù, un albinegezh darnel, ur vouzarded pe ur bouzarmuderezh. A orin hilel eo an teskad kammneuziadoù-se, treuzkaset er mod aotozomek trec'hek.