Kalvezder bronnatelviñ arveret da zereizhañ ar bronnusventoù hag ar bronnislinkoù, o c'hoarvezout eus : 1 ∘ diepidermadur trorodenn ; 2 ∘ dazbid kantek reñver ar wagrenn e par talbenn don ar vronn ; 3 ∘ spegañ ribl uhelañ ar rodenn, ha krouiñ ur volz o stabilaat ar vronn ; 4 ∘ dastum dindan ar rodenn an ec'honenn o chom eus ar wagrenn. Gant seurt kalvezder e vez doujet da wazhiedadur beg ar vronn, pezh zo kevaraezus d'e stalañ en dibenn war run ar vronn.