Preder

Geriadur ar vezekniezh

vomissements acétoniques, périodiques ou cycliquescyclic vomitingc'hweladoù aketonek kelc'htroek pe arreadek

Azoniad, familhel a - wechoù, o teraouiñ trumm, arsellet gant ar vugale, o yec'hed o hañvalout bezañ mat, gant un derzhienn ha c'hweladoù. Bez' ez eus un angougemer klok ouzh al liñvennoù hag ar sonnennoù, a bad eus daou da eizh devezh. C'hwezh treñk zo gant an anal, heñvel ouzh hini ar c'hloroform hag an aketon, uhel eo ar c'hetonwadvec'h ha korfoù ketonek zo en troazh. Gant ar c'hweladoù-se e vez alies klopennadoù, kefroù hag ur mantr bras. An daolenn glinikel-se, heñvel ouzh hini ar pilhonfo, a baouez a-daol trumm ha pep tra a zistro en o reizh etre daou benn an deiz.

Kent War-lerc'h