Preder

Geriadur ar vezekniezh

Volkmann : maladie, syndrome, contracture ou rétraction musculaire ischémique de ∼Volkmann's paralysisseizi g. Volkmann, seizi heskwadel

Anaez arsellet e dianlen daraezioù an ilin, anezhañ ur varvenn heskwadel, heuliet gant skleroz ha berradur, o wazhañ un nebeut kigennoù eus an arvrec'h, ent dibarek kigennoù pleger hir ar bizied. Devoudet e ve gant amwask ar gigenn gant ur gwatoñv don pe un anaf gwazhiedel. Ditouret ez eus bet degouezhioù a angrizadur heskwadel a 'r c'higennoù eus an ezel traoñ da heul un daraez pe amwask ur blastrenn re stardet. Gant furm glok ar c'hleñved ez eus ur graban andireadus eus ar bizied (sl.  compartimental : syndrome , syndrome de compression des loges, syndrome de loge, syndrome de compression des loges, syndrome de loge ).

Kent War-lerc'h