— 1 ∘ Prouad an devec'hiañ : prouad amkanet da andalañ devec'hiusted (galloud devec'hiañ) bloc'hel al lounezhi ; imbourc'h iñ a ra arc'hwel ar pibelloù. Ar c'hlañvour, er paouez, zo diret d'un argrenn dour e-pad 24 eurvezh (un hanter litr dour). E-doug an amzer-se e vuzulier bep 3 eurvezh kementad ha douester an troazh. Er stad vonan, ar c'hementad ezvevennet e - kerz 24 eurvezh ne zle ket distremen 800 mL, an douester a zle bezañ da nebeut añ, en ur standilhon, uheloc'h eget 1 024 hag an osmolder tolzel uheloc'h eget 800 mOsm/kg. — 2 ∘ prouad an tanaviñ : prouad o kevaraezañ studiañ hedreuzded al lounezh evit an dour. Euvriñ a ra ar gouzrec'h, gweleat, 1 500 mL dour betek kreisteiz ; bep hanter eur e vez dastumet an troazh ha muzuliañ a reer bewech ar c'hementad hag an douester anezhañ . Er stad vonan e ranker ezvevennañ eus 1 300 da 1 600 mL ha douester unan eus ar standilhonoù a rank bezañ izeloc'h eget 1 003 hag an osmolder tolzel dindan 80 mOsm/kg. — An kez prouad, dilezet bremañ, ledet gant Volhard a veze arveret abaoe pell e Frañs gant Castaigne ha Paillard.