Ec'honad hollel ar gwad (plasma hag elfennoù luniek), o c'hoarvezout eus hollad ar gwad amredat hag eus ar gwad diloc'h er c'hadaverioù. Ent reol e vez ar gwadec'honad hollel gant ar gourev, ent keitat, par da 76 mL/kg ha 66 mL/kg gant ar venev. Ec'honad ar plasma, gant ar gourev, a vez 46 mL/kg ha, gant ar venev, 43 mL/kg. Evit ec'honad an hemati a sav, gant ar gourev, da 30 mL/kg ha da 23 mL/Kg gant ar venev.