Luniadoù nervel treuzkas o ren an eraezadenn weledel eus al luc'hsae d'an dolbezenn gilpenn, anezho : kranennoù kelligoù kangrennel al luc'hsae (eil neuronenn) o vont da amparañ an nervenn weled, gweltre ar gweled, stirad ar gweled ; ar gwiennoù-se a vo azhentet e par ar c'horf glinek kostezel, ma teraou an trede neuronenn, ar gwiennoù anezhi oc'h amparañ ar saezhennadur a-weled hag o tib enni ñ war div vriell an nant kentrevnek. Imbourc'h ar forzhioù gweled a vez graet diwar-bouez disoc'h ar gwelvaez, ar barroù dianfraou gweledel hag ar c'hwilerluniñ.