Hollad ar c'hanolioù ma red ar vestl.
Pennforzh ar vestl (Gl. voie biliaire principale Sz. bile duct ) : lodenn eus ar forzh vestl ec'havuel etre kember an div san avu hag an daouzegenn, ouzh e ober enta : san voutin an avu betek difourk ar san gellenn, hag ar san vestl adalek an difourk.
Forzhioù bestl ec'havuel (Gl. voies biliaires extrahépatiques ) : lodenn eus ar forzhioù bestl en ardraoñ da borzh an avu, ouzh he ober : ar bennforzh vestl (san voutin an avu, san vestl) o vont eus an avu d'an daouzegenn, hag an adforzh vestl (kellenn vestl, san gellenn) skourret en amdreug ouzh ar bennforzh.
Forzhioù bestl enavuel (Gl. voies biliaires intrahépatiques Sz. bile ductules ) : lodenn eus ar forzhioù bestl lec'hiet e diabarzh an avu, graet gant bleñchennadur ar c'hanolioù kevelat da varroù ar wazhienn borzh, o tisoc'h er c'hanolioù rannel, o unan o kemberañ d'ober sanioù kleiz ha dehou an avu.
forzhioù bestl | Enavuel |
|
|
ec'havuel |
|
|
|
|
|