Anvad hollek an danvezennoù bevel bevret da gresk ha da arc'hwel an organ où, degaset evit an darn vrasañ anezho gant ar boued a gementadoù bihan, pa n'emañ ket ar bevedeg evit o bevenaozañ, an negez anezho o tevoudañ strafuilhoù naouus (avitaminozioù hag isvitaminegezhioù). Diseurt kenan eo o gwerederezhioù, vitaminoù zo o tasperzhiañ e danzeidigezh hormonoù hag enzim où, pe o kevaraezañ an enaoz anezho , pe o vont war-eeun en o c'henaoz kimiek . Ar vitaminoù a orin bouedel a vez rummet evel-henn : a) Ar vitaminoù druzenndileizh : vitamin A, vitamin D, vitamin E, vitamin K ; b) ar vitaminoù dourzileizh : vitaminoù ar stroll B hag ar vitamin C.