Viruz en araez da gankrekaat pe leukemekaat ur gellig emañ o poreañ dre enteiñ e zafar hilel en ur c'hromozom anezhi. Seurt daskemmad eus he glad hilel a strafuilh kennevid ar gellig ostiz, e doare ma 'z ay antrevnek, e-lec'h chom bonan ha reoliek, o telankañ neridigezh antrevn kelligoù, dezho un anrizhegezh neuziadurel hag arc'hwelel oc'h erzerc'haat o yuted. Viruzoù gant RNA (retroviruzoù) zo arbenn leukemiezhoù ha kankroù gant al loened ; gant an den, viruzoù 'zo gant DNA eus ar stroll eror (viruz EB, kerentiad an Herpesviridae) zo bet kavet kevredet gant kankroù hag emañ viruz an avufo B o tasperzhiañ e dinodadur kankr an avu. — Paot kenan eo ar viruzoù onkogen ; en araez emaint da chom enkelat e pad hir amzer er bevedeg ; neridigezh kelligoù yut a vo delanket da-geñver ur poread viruzel nevez, ur skinatadur, ur c'heraez gant un aozad kimiek kankreiat, un dizurzh hormonel pe hangaeel (sl. virus, transcriptase, Retroviridæ, provirus, exovirus, endovirus).