Preder

Geriadur ar vezekniezh

virus H₂N₂H₂N₂ virusviruz H₂N₂

An isrizh H₂N₂ a ra dave d'an daou antigen bezant war c'horre ar viruz : an hemaglutinin rizh 2 hag an neuraminidaz rizh 2. Viruz ar grip A zo ur viruz RNA unarrevell a vleinegezh leiel gant ur genom hanrannek (8 hanrann) gougevan ouzh ar genad Alphainfluenzavirus us ar c'herentiad Orthomyxoviridae. An isrizh H₂N₂ zo bet gousellet e-pad pell da vezañ en orin ar bedreuziad grip ar bloavezioù 1889 -1890, hogen an isrizh H3N₂ eo ar gwezher kiriek an tebekañ. Viruzoù H₂N₂ o deus dargenet e skodoù daskenat, en o zouez skod ar grip aziat etre 1956 ha 1958, viruzoù ar grip A (H3N₂) ha skodoù all c'hoazh a gaver gant an evned.

Kent War-lerc'h