Preder

Geriadur ar vezekniezh

virus EB ou Epstein-Barr (EBV)Epstein-Barr virus, EBVviruz Epstein-Barr, EBV

Viruz gougevan ouzh kerentiad an Herpesviridae, iskerentiad ar Gammaherpesvirinae, genad Lymphocryptovirus dizoloet gant Epstein ha Barr e 1964 e limfom Burkitt hag adkavet e Susina gant ar gouzrec'hioù tizhet gant kankr ar fric'hargadenn, kenttuet a-hêrezh marteze, ha goude e-kerz ar mononukleoz poreel (Henle, 1967). An EBV a wazh hanbarek al limfokit B. E zinoiñ a reer dre diñvañ al limfokit hag arglask an antikorfoù. Poreañ a ra kalz gouzrec'hioù, alies en ur furm diazon, bugale ar broioù izel o barr bevañ pergen. A-wechoù e vez kevredet gant kleñved Hodgkin (sl. fatigue chronique, maladies des yuppies ha Purtilo : syndrome de ).

Kent War-lerc'h