Anvad ur stroll viruzoù eus kerentiad ar Picornaviridae, genad Enterovirus, gwezherioù kiriek da anaezioù diseurt gant an den : pilhonfoioù, kleñved Bornholm, herpangin, kalongaherfo, amgalonennfo, kaherostoù. Reoù zo eus ar viruzoù-se a vez tiñvet war logod nevezc'hanet hepken. Ar viruz kentañ eus ar stroll-se zo bet goubaret e Coxsackie (Stadoù-Unanet) e 1947, en oulennoù gouzrec'hioù tizhet gant al louetvelfo araok goulemm, ma oa kevredet dre zegouezh ar viruz Coxsackie gant hini al louetvelfo. Kemm a lakaer etre ar viruz Coxsackie A kiriek d'an herpangin, da anaezioù ar forzhioù analañ, da avufoioù, da zispuilhadoù kroc'hen, da bilhonfoioù limfokitel hag ar viruz Coxsackie B, gwezher ar gaherost darreuziat, anaezioù analadel, eksantemoù, darc'hoalioù, tizhadoù kalon ha nervennoù ha marteze kammneuziadoù.