Ar viruzoù zo bevedegoù dreistkorrgreskerel, bihanoc'h eget 0,1μm : eus 200 da 300 nm evit ar brasañ viruzoù (psitakoz, brec'h, buvrec'h) ha 10 nm evit ar re vihañ (louetvelfo, terzhienn aftus). Ne c'haller o gwelout nemet diwar-bouez ar c'horrgresker elektronek. Evit bevañ ha neriñ eo ret dezho arvevañ e-barzh ur gellig vev (kellig poreet).m : eus 200 da 300 nm evit ar brasañ viruzoù (psitakoz, brec'h, buvrec'h) ha 10 nm evit ar re vihañ (louetvelfo, terzhienn aftus). Ne c'haller o gwelout nemet diwar-bouez ar c'horrgresker elektronek. Evit bevañ ha neriñ eo ret dezho arvevañ e-barzh ur gellig vev (kellig poreet).
C'hoarvezout a reont eus ur gellig hepken : ur glorenn wareziñ (ar c'hapsid) en dro d'ur c'hromozon unel a ampar an dafar hilel anezho, DNA (adenoviruz) pe RNA (viruz gant RNA). Ur viruz er-maez eus ur bevedeg bev ne c'hell dreistbevañ nemet un nebeut degadoù munudoù. Ar gellig poreet a c'hell bezañ ur vakterienn, un arvevad pe ur bevedeg lieskellig, evel hini an den. En degouezh diwezhañ, e vo kerc'hus da gelligoù 'zo, kentoc'h eget da reoù all. E-se, viruz ar grip ned eo gwazhus nemet ouzh ar c'helligoù analadel ha viruz an haza ouzh ar c'helligoù gwenn.
Eeun kenan eo tiñvidigezh ar viruzoù : enlenañ a reont e dafar hilel ar gellig poreet, o neriñ a-ser ganti. Ar gellig eo a bourchas d'ar viruz kement en deus ezhomm evit neriñ.
Ar pezh a zeu goude zo diouzh an doare ma argerzh ar viruz : 1∘ Pe e vlosk ar gellig (kelligloezañ), furm lemmañ ar c'hleñvedoù diwar viruzoù. 2∘ Pe e treistbev ar gellig o kendaoliñ da zedaoliñ viruzoù nevez (degouezh ar c'hleñvedoù henek eo, evel an eror). 3∘ Pe e tic'henezh ar gellig (degouezh ar gwenaennoù diwar ar papilhomaviruz, pe hini kankroù 'zo evel hini gouzoug ar grozh, diwar viruz). Onkogen eo ar viruz neuze.
Evit stourm ouzh ar viruzoù e tanze ar bevedeg antikorfoù hag an andalañ anezho er gwad eo a gevaraez prouiñ bezañ ar viruzoù, rak o dinoiñ zo kemplezh, pa vez rekis kaout tiñvadennoù war gelligoù bev (vioù pe rizhelloù yar) hag imbourc'hiñ gant ar c'horrgresker elektronek.
Araokadennoù e-leizh zo bet graet war an enepviruzeier, hogen e kemm ouzh ar bevastalerioù gweredus kenañ a-enep ar bakteri, n'eus ket kalz a enepbviruzeier evit c'hoazh. Evit kleñvedoù grevus evel an haza e kevreder an enepviruzeier e daou-, tri- ha pevaryac'hadur, zoken.