Preder

Geriadur ar vezekniezh

virilismevirilism, virilizationgourevegezh b.

Bezañs gant ar venev eus eilarouezioù revel gourevel : blevegezh heñvel ouzh hini ar c'houreved, usteñv an ellig, mizanliñv, ur vehinegezh hollekaet gant stirgennadoù mouk, un uc'heniñv, ur bredadur gourevel, un uswask hag a-wechoù un diabet. Devoudet e vez an azoniad-se gant ur yoc'henn hud eus ar gaenuslounezhenn ; dedreiñ a ra en un nebeut mizhvezhioù etrezek ar fallezh hag ar marv ; dibaotoc'h e vez e dalc'h un uswe ganedigel an uslounezhennoù. Devoudet e vez ivez gant un adenom bazofil eus ar c'hougorfenn (sl. Cushing : maladie de , syndrome de , syndrome de , hypercorticisme glycocortico-( séro)ïde, hypercorticisme glycocortico-( séro)ïde) pe, ent nemedennek, gant ur yoc'henn eus ar vierez (arrenoblastom, azoniad Stein-Leventhal). — gourevegezh vlevel, kreoñegezh (Gl.  v. pilaire, hirsutisme) : mideñv ar blev gant ar venev, anezhañ ur c'hourblevegezh a c'hlennadur gourevel, kevret alies gant soavred, diwar usvorc'h hormonoù androgen gant an uslounezhenn ha gant ar vierez pergen, hag ivez gant reñver beveziñ an kez hormonoù gant o buzerioù blev-soav. E degouezhioù 'zo, seurt reñver beveziñ zo arbenn nemetañ mideñv ar blev (kreoñegezh kentael). — gourevegezh kentrat (Gl.  v. précoce) : sl.  macrogénitosomie précoce, protéléiose, virilisme précoce.

Kent War-lerc'h