Preder

Geriadur ar vezekniezh

Vincent : épreuve de Beth ∼Vincent's testprouad g. Beth Vincent

Araezad desavelañ ar rizh gwad, anezhañ meskañ war ul lavnenn wer pe ur follenn gartoñs lufr un dakennig eus ar gwad da imbourc'hiñ gant un dakenn vras eus ar gwadveizoù stalon A, O ha B, enno a-getep an aglutininoù β, , α hag hag α × β. Dazgludañ an hemati, herrek, a vez gwelet a-veursell pa gej an aglutinin gwadveizel en hemati an aglutinogen keñverek. Mar bez devoudet gant ar gwadveizoù a 'r rizhoù B hag O, emañ er rizh B ; gant an holl wadveizoù, er rizh AB ; ma ne zeu an aglutinin war wel e nep lec'h, emañ ar gwad er rizh O.. Dazgludañ an hemati, herrek, a vez gwelet a-veursell pa gej an aglutinin gwadveizel en hemati an aglutinogen keñverek. Mar bez devoudet gant ar gwadveizoù a 'r rizhoù B hag O, emañ er rizh B ; gant an holl wadveizoù, er rizh AB ; ma ne zeu an aglutinin war wel e nep lec'h, emañ ar gwad er rizh O.

Kent War-lerc'h