Anaf ar gellenn vestl a zo ar speur anezhi, tevaet a-wechoù, strewet war an tal glaourgennel poentoù bihan gwenn arvelen heñvel ouzh akenoù ur sivienn. An imbourc'h gwiadoniel a ziskouez ez eo tonenn asplegoù glaourgenn ar gellenn leun a gelligoù histiokitel sklaer spoumek, paot al lipid enno, a-wechoù kevredet gant strinkennoù trenkennoù druz hag esterioù kolesterol. Ur seurtad kolesteroloz eo (sl. cholestérolose).