Preder

Geriadur ar vezekniezh

vertigevertigotrolern g.

Strafuilh ar c'hempouez naouus dre ur stantad a zistabilded, a gorf pe a endro o treiñ. — trolern gwazhiedanaezel (Gl.  v. angiopathique Sz.  angiopathic v.) : diwar an arterioskleroz mellkein-diazpenn. — trolern loadurel (Gl.  v. de position Sz.  positional v.) : o tarvezout pa gemmer loadur, an trolern grezvarrek kuñv o vezañ an hini paotañ. — trolern darreuziadel (Gl.  v. épidémique Sz.  epidemic v.) : trolern dibad gant azoniad poreel a orin viruzel. — trolern droukfellel (Gl.  v. épileptique Sz.  epileptic v.) : furm leiek droukfell, oc'h erzerc'hañ dre ur fatadenn drumm diaraoget gant un trolern kreñv. — trolern galvaniek (Gl.  v. galvanique Sz.  galvanic v.) : diwar gwered ur red tredan untu war gwiennoù rakkambr an VIIIt re, an daou elektrod eus ar pod tredan o vezañ arloet war valegoù ar vrennigenn. Pa vez enstoket ar red, an traoù a hañval fiñval eus ar blein muiel d'ar blein leiel hag ar c'horf a hañval c'hwelañ war an hevelep tu ; pa vez distoket ar red, ar c'hwelañ a hañval bezañ durc'haet war an tu gin. Bezañs un trolern ezreol zo arverk ur strafuilh arc'hwelel pe un anaf eus benvegad ar c'hempouez (kanolioù hantergelc'hiek). — trolern garloc'hennel (Gl.  v. laryngé Sz.  laryngeal syncope) : heñvelster da orc'had garloc'hennel, ezwal pasaat (sl. ictus laryngé). — trolern bredel (Gl.  v. mental ou v. névropathique Sz.  neurasthenic v.) : enkrez argalonel, trumm, emouez, didrec'hadus, kevret gant ur santad a goempad hag a fatadur, gant brumenn dirak an daoulagad ha gwelvded an dremm. Devoudet e vez gant gwel un draezenn ha arreataet bewech en hevelep amveziadoù. Leteñvelderioù bras ez eus etre an trolern bredel hag an arurioù.

Kent War-lerc'h