Pep hini eus an 33 da 34 askorn arosodet a ampar al livenn gein. C'hoarvezout a ra ar vellenn eus : ur parzh araok, bazhoulek, ar c'horf mellenn a zo an talioù krec'h ha traoñ anezhañ dispartiet diouzh ar mellennoù kefin gant an disk etre-melloù ; ur parzh adreñv, gwareg ar vellenn, amparet a bep tu gant troadigoù gwareg ar vellenn a-ziaraok ha lavnennoù gwareg ar vellenn a-ziadreñv, oc'h amgaeañ, gant tal adreñv ar c'horf, toull ar vellenn ; ur balirad kreizer o loc'hañ eus ar wareg ha durc'haet war dreñv, a bep tu dezhañ ul lavnenn, ar baleg spernennek ; div dosenn diazremm ha diadreuz (e-keñver soutadur an troadigoù hag al lavnennoù), ar balegoù treuz ; pevar balirad diazerc'h, daou e krec'h ha daou en traoñ, ar balegoù kenvellañ krec'h ha traoñ. Balegoù kenvellañ div vellenn diastok a zezvonn an toulloù etre-melloù (unan a-zehou, egile a-gleiz), ma teu er-maez an nervennoù a-livenn. Toulloù ar mellennoù arosodet a ampar kanol ar mellkein, enni ar pilhon hag ar mel a-livenn.