Yoc'henn groc'hen guñv a orin viruzel (papovaviruz), bras pe vrasoc'h, tredizhus hag enkoradus, amparet gant un usteñv eus begennoù an derm, sezet dreist holl war an daouarn, war an daoudroad ha war an dremm. — Ar gwenaennoù plaen yaouerel (Gl. v. planes juvéniles Sz. verruca plana juvenilis)) : krugennoù bihan arblat, levn, lec'hiet dreist holl war an dremm ha kein an daouarn, o tizhout ar yaouerion. — Ar gwenaennoù neudheñvel (Gl. v. filiformes Sz. verruca filiformis) : hirvoan ha keratozek, o tiñvañ war an tachadoù barvek, ar malvennoù hag an divweuz. — Ar gwenaennoù solel (Gl. v. plantaires Sz. plantar wart) : papilhomoù kuñv a orin viruzel, o nodiñ war dachadoù harpañ sol an troad. — Ar gwenaennoù kozhiadel pe soavredel (Gl. v. séniles ou séborrhéiques : seurtad gwenaennoù plaen, paot gant an henaded, goloet gant ul lindrad keratozek druz. — Ar gwenaennoù vulgaires (Gl. v. vulgaires Sz. verruca vulgaris : tosennoù kornin peuzvalirek, torgennek pe vodennek ar gorre anezho, sezet war gein an daouarn hag an treid, dibaotoc'h war an dremm ha war sol an treid.