Rizenn vihan diwar kroc'henisteñv, heñvel ouzh ur gleizenn, sezet war ar c'hof pergen, war an divvronn pe war an divvorzhed, devoudet gant freg gwiennoù dastennek an derm diwar dardennañ reñverek. Arsellet e vezont e-doug ar vec'hiegi, er borrder hag e kleñved Cushing.