Kammneuziad kalon dibaot kaer. Bez' ez eo ur seurtad kammload gwazhied bras eus an diaz : an aortenn ha kef ar skevent a loc'h eus ar c'hofig dehou, ar c'hofig kleiz o kas ar gwad a zo ennañ en hini dehou dre ur c'hehentad etre-kofigoù ledan ar peurliesañ. Diouzh sez ar c'hehentad e teskriver daou rizh eus ar c'hammneuziad-se : ar rizh I, ma emañ ar c'hehentad a-ziadreñv ha dindan ar gribenn us-kofig, an daolenn o vezañ hini ur c'hehentad etre-kofigoù gant uswak talmerel skevent ; ar rizh II, ma emañ ar c'hehentad a-ziaraok hag a-us d'ar gribenn us-kofig, dindan igorenn kef ar skevent : azoniad Taussig-Bing eo, gant un dulaz muiek. Ouzhpenn se emañ ar c'hammneuziad en ervez da vezañ rouestlet gant un isvoll eus kef ar skevent : heñvel kenan eo neuze ouzh pevaradezh Fallot.