Preder

Geriadur ar vezekniezh

veineveingwazhienn b.

Gwazhiedenn o kas ar gwad eus ar c'horrwazhied betek ar galon. Niverusoc'h eo ar gwazhiennoù eget an talmerennoù. C'hoarvezout a ra ar speurioù anezho eus teir sae : an ensae, ar grennsae hag an ezsae pe sae diavaez, amparet gant elfennoù dastennek, kenglenel ha kaherel, diorreet nebeutoc'h eget en talmerennoù. E diabarzh ul lod eus ar gwazhiennoù ez eus sac'helloù, leteñvel ouzh re an igorennoù kalon, o virout ouzh distro ar gwad. Strollet eo ar gwazhiennoù e teir reizhiad : ar reizhiad wazhiennel skeventel, ar reizhiad wazhiennel hollek hag ar reizhiad wazhiennel porzh. Ar gwazhiennoù, ar re zon pergen, a heuilh treug an talmerennoù, div wazhienn o vezañ amdiriat evit pep talmerenn, gant un nebeut nemedennoù.

Kent War-lerc'h