Kleñved viruzel lemm terzhiennek, tredizhus ha darreuziat, kuñv ar peurliesañ, naouus dreist holl dre un dispuilhad kroc'hen krugennc'hwezigennek gant frapadoù kenheuilh. Ent reol e tisec'h ar c'hwezigennoù hep lezel kleizenn ebet ha pareañ a ra ar c'hleñved e-doug 15 devezh mui pe vui. Nemedennek eo ar rouestladoù (anafoù kroc'hen breingedek pe linus, garloc'hennfo, bronkezskeventfo, empennfo). Viruz ar vrec'h nij zo unrezh da hini ar senkl, kerentiad an Herpersviridæ.