Azoniad nervgroc'henel hêrezhel treuzkaset er mod enkilek revereet. Naouus eo ent neuziadurel dre un angiomatoz strewek eus pluskenn an empenn hag ar pilhon hag un divielinaat eus ar poull vigelc'hiek ; ent klinikel dre zireizhoù loc'hadel pikernennek hag ampikernennek, barradoù droukfell, un envedi hag ul livegad kroc'hen gant korrwazhiedusvoll. Aozerion 'zo a sell ouzh an kez azoniad evel unan eus arbennoù azoniad Sneddon.