Kalvezder o kevaraezañ uhelaat ar gwask er fric'hargadenn dre ec'hanalad helc'het, genoù serr ha divfron piñset, e sell da assav pe da amprouiñ heforzhded ar gorzenn glevedel. Seurt embreg a uhela ar gwask enbruskel, ar gwask talmerel a-skevent hag ar gwask gwazhiennel trobarzhel, hag a izela ivez an distro gwazhiennel er galon. Gwanaat a ra ivez kreñvder an holl sourroù kalon, nemet hini ar c'halongaherad stevius a zo kreñvaet. Pa baouez an embreg dre adkregiñ da analañ ez adkav sourroù ar galon dehoù o c'hreñvder kent re ar galon gleiz.