Preder

Geriadur ar vezekniezh

valeur prédictive ◊ ◊ darganusted b.

A-zivout un arouez pe ur prouad. Emañ e dalc'h kizidigezh ha spesadelezh ar prouad hag ivez revezusted ar c'hleñved er boblañs desellet. — darganusted yaek (DY) (Gl.  valeur prédictive positive) : tebegezh bezañs ur c'hleñved mar bez bezant an arouez ha yaek ar prouad. — darganusted nac'hek (DN) (Gl.  valeur prédictive négative) : tebegezh ezvezañs ur c'hleñved mar bez ezvezant an arouez pe nac'hek ar prouad

Klañv Yac'h Hollad
Yaek a b a + b
Nac'hek c d c + d
Hollad a + c b + d N

DY = p(klañv/yaek)= a/(a + b)
DN = p(yac'h /nac'hek)= d/(c + d)

E gerioù all, en ur prouad e klot neuze an darganusted yaek ouzh niver ar wiryaeion a-douez hollad an dud yaek hag an darganusted nac'hek ouzh niver ar wirnac'heion a-douez hollad an dud nac'hek.

Kent War-lerc'h