Preder

Geriadur ar vezekniezh

vagotonievagotoniadispizusvroud g., vagotoniezh b.

Stad o naouiñ dre un usvroudadusted eus ar reizhiad parasimpatek, o tevoudañ un heuliad strafuilhoù, ar pennañ anezho o vezañ : ar c'halonistead, an tuadur d'an ezwalioù ha d'an enkrez, ar mabisvoll gant reledanded faout ar malvennoù, ar c'hweziñ o sezañ er bleñchoù, an halviñ, an usklorhidregezh, ar goustivadur andagel gant frapadoù darc'hoal, strafuilhoù analadel. Ensinkladur endan-groc'hen 1 cg pilokarpin a zevoud, en degouezh-se, un halviñ hag ur c'hweziñ kreñv, tra ma ne ro ensinkladur 1 mg adrenalin na troazhc'hlukozegezh nag ustroazh. Azonoù ar dispizusvroud zo ar gin eus ar re arsellet gant ar simpatikotoniezh (usren simpatek), an div stad o vezañ kevenebet.

Kent War-lerc'h