Preder

Geriadur ar vezekniezh

VACTERL, VATER : syndromes ∼VATER, VACTERL syndromeazoniadoù l. (g.) VATER, VACTERL

VATER zo ur gwreskanv o klotañ a-getep ouzh an ezreolderioù da heul :

V : Sz.  vertebral defect, kudennoù kammneuziadoù mellennoù, dreist holl soutadur mellennoù 'zo ha kemmneuziad mellennoù 'zo a 'r groazell ;

A : Sz.  anal atresia, anvoll ar fraezh, o rekizañ an arver eus ar surjianerezh adalek ar c'hanedigezh. Ezreolderioù hag a-wechoù kudennoù fraezhel ar youlc'h ; -

T, R : Sz.  TracheoEsophageal fistula, fic'h briant-treizher : gant ar bugel ez eus, da-geñver ar c'hanedigezh, strafuilhoù analadel a-zalc'h gant ur migehent etre an treizher hag ar vriant. Ezvezant eo an treizher a-wechoù  ;

R : Sz.  kidney and /or radial anomalies, kammneuziadoù al lounezhi ha /pe ar werzhid.
A-wechoù e kaver an kez azoniad kevredet gant kammneuziadoù ar galon (ent dibarek ur c'hehentad etre-kofigoù, pe un ezreolder trapig) hag an izili (kammneuziad ar meud, an daouarn pe an treid) ; alese ar gwreskanv VACTERL, C evit Sz.  cardiovascular anomalies Br.  ezreolderioù kalongwazhiedel ha L evit Sz.  limbs Br.  izili.

Kent War-lerc'h