Preder

Geriadur ar vezekniezh

vaccine1 cowpox 2 vaccinia1 buvrec'h b. 2 brec'hadur g.

1 Pore ar bovideged (Sz.  cowpox) hag an ekuideged (Br.  epvrec'h Sz.  horsepox) a zo ar viruz kiriek anezhañ eus kerentiad ar Poxiviridæ, heñvel ouzh hini ar vrec'h, tiñvet en imbourc'hva war-benn prientiñ ur vaksin araezus da hangaeañ an den ouzh an anaez-se (vaksin enepbrec'h). 2 Teskad an erzerc'hadoù klinikel arsellet gant an den war-lerc'h enkoradur ar vaksin enepbrec'h, eleze ar vrec'hidigezh ent strizh. Ar yezh hengounel a ra ivez gant lakaat ar vrec'h, o naouiñ dre un dispuilhad burbuennoù, lec'hiet ar peurliesañ er poent enkorañ ha lavaret e veze goret eo ar vrec'h.

Kent War-lerc'h