Preder

Geriadur ar vezekniezh

vaccin antityphoïdique ou antityphoparatyphiquetyphoid vaccine, typhoparathyphoid vaccinevaksin eneptifoid

Ar vaksin kozh (TAB) a oa ur vaksin diwar vakteri ezniñvet klok, o kevrediñ Salmonella typhi ha Salmonella paratyphi A ha B. Ensinklet endangroc'hen e oa dister ar gougemer anezhañ. Adalek 1989 eo bet amsavet gant ar Typhim Vi eus ar Bonsav Mérieux, prientet diwar antigen Vi poliozidek puraet uzennoù eus Salmonella typhi ha diounezet en ur ensinkladenn dangroc'henel pe enkaherel hepken. An kez vaksindur, nad eo ket mui ret e Frañs, zo amberzet da strollelezhioù en ardizh, en o zouez ar c'hoskor milourel.

Kent War-lerc'h