Vaksin erguradel daouwerc'h (genotipoù HPV 16, 18) pe pevargwerc'h (HPV 6, 11, 16, 18) amparet gant gaourannigoù viruzel dewerc'het dre enaozañ hilourel diwar ar brotein muiek a 'r c'hapsid L1. Diounezet e vez ent kaherel e tri doenad etrezo entremezioù 0, 2 ha 6 mizvezh gant ar plac'h yaouank kent nep diastok revel (ha gant ar paotr yaouank adalek genver 2021).