Danvezenn dezhi ar perzh da hangaeañ ar bevedeg enep ur pore. Danzeet e vez pe diwar c'harvevion lazhet pe ezniñvet, pe diwar c'harvevion bev, blinaet avat (gant ar formol, pe ar wrez, da skouer), pe diwar ur rann antigen eus ur garvev. An kez danvezenn, deuet da vezañ ananial, a gevaraez, p'he deus miret he ferzhioù antigen, lakaat ar bevedeg da ziorren un erwezh hangaeel gwarezus.
NOTENN* : Da geñver ar c'hleñved covid-19 ez eus bet degaset en nevid gwezherioù anvet “vaksinoù”, hep bezañ entalet en despizadur amañ diaraok. Adalek ar bloaz 2021 eo bet daskemmet an despizadur evel henn () : “Angevezh diounezet (evel dre ensinklañ) evit fraouaat erwezh hangaeel ar c'horf enep ur gwezher pore pe ur c'hleñved spesadel”. sl. ivez immunisation, vaccination.