Organ genel benevel amkanet da zegemer ar vigellig frouezhiget, da gevaraezañ an diorreadur anezhi ha d'he ezvountañ e dibenn ar vec'hiegi. Ur organ kaherek eo, kleuz, a 7 da 8 cm hed, o c'hoarvezout eus ur parzh krec'h ledan, ar c'horf, hag ur parzh traoñ strishoc'h, ar gouzoug ; rann uhelañ ha ledanañ ar c'horf a vez graet deun ar mammog anezhi. Kavenn ar grozh a zifourk er gouin dre ar gouzoug hag e korzennoù ar grozh dre parzhioù krec'h ha kostezel an deun (kornioù ar grozh). Loet eo ar grozh el lestr bihan, etre ar c'hwezhigell hag ar youlc'h. Ouzhpenn levrgenn an ampelenn a zo ouzh he c'holeiñ evit un darn vras, c'hoarvezout a ra eus ur gwiskad kaher a wiennoù levn oc'h amparañ teir haenad dezho durc'hadurioù diseurt, eus ur gwiskad diabarzh glaourek outañ lies gwagrenn hag un epitelienn a gelligoù kengerek dezho blevanioù krenat. Emañ skourret el lestr dre ar stagelloù ledan, ront hag ar pleg youlc'h-krozh.