Anaez kroc'hen naouus dre zinodadur krugennoù arwenn pe arruz, distabil, heñvel ouzh flemmadennoù linad, kevredet gant un debron ha gant santadoù a loskadurezh pe pikadurezh. An dispuilhad a c'hell bezañ lec'hiek pe hollek. Emañ ar c'hrugennoù en ervez da zaskantañ e plakennoù. Un erzerc'had eus an dreistkizidigezh kentizhek eo. — linadell lemm (Gl. u. aiguë Sz. acute u.) : dinodadur lemm a grugennoù linadell, herrek kenan an atreiñ anezho. — linadell henek (Gl. u. chronique Sz. chronic u.) : linadell oc'h adfeilhañ e-pad meur a viz. — linadell yenion (Gl. u. au froid Sz. cold u.) : linadell devoudet gant ar yenion war an tachennoù dizolo. — linadell golinwerc'her (Gl. u. cholinergique Sz. cholinergic u.) : krugennoù bihan poentek debronus kenan o tinodiñ dre wered ar c'hweziñ, ar wrez pe an nervennegezh, o tevoudañ un dilaosk aketilkolin gant ar mastokit. — linadell vanat (Gl. u. factice Sz. factitious u.) : krugennoù o tinodiñ goude rimiañ ar c'hroc'hen — linadell heolel (Gl. u. solaire Sz. solar u.) : o tinodiñ war ar c'hroc'hen hep gwarez damc'houde an ardizh ouzh an heol — linadell livegat (Gl. u. pigmentaire Sz. u. pigmentosa) : paotañ furm erzerc'hadoù kroc'hen mastokitoz (sl. mastocytose) — linadell livegennek (Gl. u. pigmentée Sz. purpura urticans) : seurtad linadell dibaot kenan naouus dre un dispuilhad gwadliñvek o lezel war e lec'h brizhennoù balirek pe arblat, azgell, o trebadout pell amzer — linadell wadliñvel (Gl. u. hémorragique Sz. u. haemorrhagica) : seurtad linadell oc'h erzerc'hañ ar peurliesañ goude kemeradur ul lia (kloramfenikol, sulfamid, kinin, fenilbutazon, amidopirin). A-daol trumm e tinod krugennoù damroz, gouliñvek ha debronek oc'h emledañ hag o taskantañ, kevredet gant purpura hag alies gant un derzhienn uhel hag arzostoù. An holl azonoù-se a steuz goude paouez ar prederiadur a oa an arbenn anezho.