Danvezenn diliv, disoc'h direadur er pervez, gant ar bakteri, eus ar bilirubin keveilet, ezvorc'het gant ar vestl. Ezvevennet eo a gementadoù bras kenan gant an oulennoù, an oksidañ anezhañ o reiñ dezho o liv. Ul lodenn vihan, dassuget gant ar pervez, oksidet en urobilin, zo ezvevennet ent reol en troazh ouzh e livañ.