Kanol lienennek o kas an troazh eus ar c'hwezhigell betek an diavaez, ma tigor dre wask diavaez ar c'han troazh. Gant ar gourev ez emastenn eus gouzoug ar c'hwezhigell betek penn ar c'halc'h, 16 cm hed dezhañ ent keitat gant daou grommadur pa vez ar c'halc'h er stad ankevod, oc'h emrannañ en ul lodenn araok pe heloc'h hag ul lodenn adreñv pe diloc'h. C'hoarvezout a ra a deir lodenn : 1) a-raksavenn, loet war-lerc'h diouzhtu ar c'hwezhigell, en dro dezhi ar raksavenn ha ma tigor ar sanioù strinker hag ar raksavenn, 2) lienennek, loet etre kern ar raksavenn hag ognonenn ar c'horf spoueek, ha 3) spoueek, a dreuz korf spoueek ar c'halc'h hag a zegouezh e gwask diavaez ar c'han troazh. Ouzhpenn an troazh, ar sper a dremen dre san droazh ar gourev. San droazh ar venev zo 4 cm hed, eus gouzoug ar c'hwezhigell betek gwask diavaez ar c'han troazh loet a-us d'ar gouin. Lienennek penn da benn eo e luniadezh.