Amlennad o c'hronnañ ar c'har e stumm un heuz, arveret evit prederiadur baleadel an angreizhoù teuc'hellel. Sevenet eo dre rodellañ ur vandenn voñselin intret gant peg Unna (meskad glikerin, gelatin, oksidenn zink ha dour).