Preder

Geriadur ar vezekniezh

ulcère simple de l'estomacchronic gastric ulcerangreizh b. eeun ar stomok

Anaez o c'hoarvezout ent neuziadurel eus ur c'holl danvez don pe zonoc'h e glaourgenn ar stomok ha naouus ent klinikel dre laurioù argreuzel o tarvezout un nebeut eurvezhioù war-lerc'h ar predoù, dre wadc'hweladoù, dre un usklorhidregezh hogos bewech ha dre un dedro a-frapadoù. Emañ en ervez da zedreiñ etrezek an treloezad ha bezañ ivez e par an treizher hag e darn gentañ an daouzegenn, eleze en holl barzhioù eus ar glaourgenn koazhadel e diraez ar sug kreuz treñkek. Angreizh ar stomok hepken zo en ervez da zic'henezhañ e kankr (angreizkkankr). Kevaraezet e vez dreist holl gant ar poreadur lec'hiek gant Helicobacter pylori ha gant an enepfoeier ansteroidel (sl. antiulcéreux, pompe à protons, Helicobacter pylori, ulcère calleux, ulcère de stress).

Kent War-lerc'h