Amindrenkenn bevanret dilaosket dre zourrannañ proteinoù ar bouedoù. An darn vrasañ eus ar proteinoù zo enno etre 1 ha 6 % a dirozin ; an insulin hag ar papain zo paot enno ar rizh amindrenkennoù-se (war-dro 13 %). An tirozin zo diaraoger an hormonoù skoedennel, ar c'hatekolaminoù hag ar melanin.