Preder

Geriadur ar vezekniezh

typhustyphustifuz g.

Termen genadel dispis o teanviñ gwechall kleñvedoù diseurt naouus gant ur stad a valouen, arveret hiziv e unan gant ar ster tifuz eksantematek. — tifuz amaril : sl.  fièvre jaune, fièvre amarile, vomito negro. — tifuz eksantematek (Gl. typhus exanthématique Sz. exanthematic typhus) : pore, tredizhus ha darreuziadek, diwar Rickettsia prowazeki, ha treuzkaset gant al laou. Stad pistriboreel lemm, kizidik ouzh ar bevastalerioù. — tifuz logodel (Gl.  typhus murin Sz.  murine typhus ; flea born typhus) : pore bro- ha bedreuziat diwar Rickettsia mooseri treuzkaset d'an den gant c'hwen ar razhed. Heñvel eo an daolenn glinikel ouzh hini an tifuz eksantematek, hogen blinaet eo an azonoù, o steuziañ ent emdarzh a-benn teir sizhunvezh. — tifuz ploueel pe trovanel Malaysia (Gl.  typhus rural ou tropical de Malaisie Sz.  rural typhus or tropical typhus (Malaya)) : terzhienn eksantematek nes d'an tifuz, leteñvel ouzh terzhienn japanat ar stêrioù (sl.  fièvre fluviale du Japon, tsutsugamushi, fièvre des broussailles).

Kent War-lerc'h