1 Gant pe a-zave d'an tifuz eksantematek, da skouer ar stad tifek. 2 Gouziviad tifek
NOTENN : E Gl. typhique a ra dave ivez d'an derzhienn difoidel, termen ankewer, hogen arveret alies. An adanv Gl. typhoïdique, reishoc'h, a vez arveret nebeutoc'h. N'eus abeg sonn ebet da vont da heul, hag evit ar ster-se e vo graet gant tifoidel evit “a-zave d'an tifoid” ha gant tifoidek “gant an derzhienn difoidel”, tifoideg “gouziviad an tifoid”.