1 Kavenn an daboulin (Gl. caisse du tympan Sz. tympanic cavity) : kavenn ar skouarn grenn, loet etre ode diavaez ar c'hleved hag ar skouarn diabarzh. Treuzet eo gant ristenn an eskernigoù (ar morzhol, an annev, ar stleug). Kehentiñ a ra a-ziaraok gant ar gorzenn glevedel, oc'h askouezhañ a-ziadreñv dre gavennoù ar vrennigenn. 2 Liennenn an daboulin (Gl. membrane du tympan Sz. tympanic membrane) : lienenn stirek ha dastennek o tispartiañ ode diavaez ar c'hleved diouzh kavenn an daboulin.