Preder

Geriadur ar vezekniezh

tularémietularaemiatularemiezh b.

Pore diwar Francisella tularensis, o tizhout al loened pergen, ent dibarek ar c'hrignered gouez ; gant al loened doñv e c'hell bezañ grevus kenan, marvus ar peurliesañ. Poreet e vez an den gant flemmadennoù tarlask pe voui, pe dre ar stekiñ eeun ouzh loened poreet. Ur milanaez eo. Deraouiñ a ra dre un anaf gouliezek lec'hiek (livant enkoriñ), sezet diouzh an dro war an daouarn pe ar gevresae, gant c'hwarrenn. Gwrestervezh an dedro a bad etre div ha peder sizhunvezh. Arsellet e vez ar c'hleñved er Stadoù-Unanet, e Japan, e Norzheuropa ha du-mañ nevez 'zo.

Kent War-lerc'h