Furmadur kanoligek an nefron, o tont da heul ar bloueig, o c'hoarvezout war un hed 50-55 mm ent keitat eus un diazkennenn diavaez, goloet gant kelligoù epitelel en dro d'un oaled kreiz ma tremen an troazh. Hervez ar rann eus an duellenn ez eo disheñvel an epitelienn dre he luniadezh hag he arc'hwel. Lerc'h-ouzh-lerc'h adalek blein troazh ar bloueig e tiforc'her : a) ar bibell nezek outi ur rizenn vroustek e tu an oaled ; b) kizenn Henle, o sankañ er vezonenn, gant ur barr moan pe a-ziskenn hag ur barr ledan pe a-sevel ; c) ar bibell bellek oc'h astremen e-kichen blein gwazhiedel an un nefron hag o tiskouez el lec'h-se un tachad ma 'z eo uheloc'h ha douesoc'h ar c'helligoù epitelel, o furmiñ ar macula densa, lodek er benvegad nesbloueig ; d) ar bibell dastum, o kemberiñ gant pibelloù dastum all a-raok difourkañ er vegenn lounezh (sl. néphron).