Anv genadel ar c'hleñvedoù devoudet gant arvevaded eus ar genad Trypanosoma, en o zouez kleñvedoù milzarreuziat o reuziañ dreist holl an ekuideged hag ar bovideged : kleñved an tsetse pe nagana (trezouget gant Glossina palpalis), ar surra (devoudet gant Trypanosoma evansi), an dourin (devoudet gant Trypanosoma equiperdum) ha droug Caderas e Suamerika (diwar Trypanosoma equinum) hag daou gleñved o tizhout an den : an tripanozomiaz afrikat (kleñved ar c'housk) hag an tripanozomiaz amerikat (sl. Chagas : maladie de ∼, thyroïdite parasitaire, trypanosomiase américaine, fièvre barbeiro, thyroïdite parasitaire, trypanosomiase américaine, fièvre barbeiro).